Uluru

Gwel eus Uluru da guzh-heol, gant e liv ruz arouezius.

Uluru (distaget [uluɻu] e pitjantjatjaraeg, [u:lu:'ru:] e saozneg /oulourou/), anavezet ivez gant an anv saoznek Ayers Rock, hag ent-ofisiel Uluru/Ayers Rock, a zo ur pezh mell kleger e mervent Tiriad an Norzh en Aostralia, en un endro blat (348 m a-us d'ar blaenenn). Ul lec'h sakr eo evit an Anangued, ar boblad aborijened eus ar vro. Deuet eo ivez da vezañ un arouez eus Aostralia. Lakaet eo bet war roll glad bedel an Unesco.


Developed by StudentB